Ar c’hartoù legumaj “Jardin Biskoul” a zo ur c’hoari/benveg evit ober anaoudegezh gant ar familh legumaj ha steuñviñ an traoù d’ober el liorzh. Div lodenn az a d’ober ar metodologiezh : da gentañ tout evel ur c’hoari, ha goude en ur mod studiusoc’h!
Pellgargañ a-youl-gaer ar c’hartoù legumaj amañ.
Penaos ez eont en-dro ?
Pazenn 1
Klask renkañ al legumaj er familhoù ha dibab legumaj da c’hounit !
Pazenn 2
Aozañ al liorzh en amzer gant sikour an deiziadur.
Pazenn 3
Ragarveziñ treiñ an trevadoù
hervez al lec’hioù gant sikour ar jedoueroù.
Pazenn 4
Kregiñ ganti !
Er c’hit-mañ ez eus :
40 kartenn legumaj ha 4 alc’hwez
8 kartenn familhoù
1 deiziadur ha tres ul liorzh
2 gartenn jedoueroù
1 levrig « Reolennoù ar c’hoari/benveg«
Deskit geriaoueg e brezhoneg
➔ https://jardinbiskoul.bzh/apprendre-vocabulaire-jardin-breton
Diwar-benn ar c’hit-mañ
Ul labour stroll eo :
Ur soñj gant Florie Thielin,
gant sikour Angélique Guével, Antoine Marin hag an OPAB (Ofis publik ar brezhoneg),
skeudennaouet gant Manon Socrate, aozet gant Nolwenn Humeau,
moullet e Breizh gant Calligraphy Print !















